Sakochennoù marc’h-houarn ekologel

Sakochennoù marc’h-houarn « ekologel », petra zo kuzhet a-dreñv ar ger bras mañ ?
Ekonomiezh-kelc'h, hep lastez, fardet e Breizh, lâret e vo pep tra deoc’h 🧐

Perak ?
             


Ur zip torret ? Hop, er boubellenn… Goût a rit eo an industriezh gwiadoù unan e-touez ar re saotrusañ evit an hin hag an endro ? Evidomp eo paradoksel e kemer perzh ur dachenn ken yac’h hag ar velo er freuzoù-se 🤔

Evit sevel hor sakochennoù « ekologel » e implijomp danvezioù gwelet evel lastez : kouezhajoù gwiad pe seier e fin vuhez da skouer. Al lastez-mañ a zeu da vezañ neuze dafarioù prizius. Ha bouklet eo boukl an ekonomiezh-kelc’h ! 🙌

  Grit anaoudegezh gant hor dibab abadennoù skingomz, teulfilmoù, hag all, hag all…  

Ur priz just ?
             

 

Kalz labour zo d’ober a-raok evit adimplij danvezioù a zeu eus an ekonomiezh-kelc’h. Artizanel eo hor produksion, fardet 100% e Breizh, personelaet pe diouzh ar moull.

sakochennou marc'h-houarn ekologel

Klikit amañ evit gouzout hiroc’h

Patrick Pardy, couturier économie circulaire

Peseurt danvezioù ?
             


Evit sevel sakochennoù marc’h-houarn ekologel e klaskomp danvezioù eus an ekonomiezh-kelc’h a vefe : dizintrus (gwarezet diouzh ar glav), solut ha skañv.

O kemer e kont ar c’hriterioù-mañ, e klaskomp meur a sort danvezioù. Gallout a ra bezañ kouezhajoù gwiad eus an atelier-fardañ pe c’hoazh traoù e fin vuhez gant ur gwiad a chom e stad vat (mersi da danvezerezh Ti Récup’ !). Setu un nebeud skouerioù danvezioù teknik a c’hall klotañ :

  • Cordura: seier-kein, goloadurioù-urzhiataer/bag…
  • X-PAC: matarasennoù-leur oto-c'hwez (matelas de sol auto-gonflants), gouelioù bigi…
  • Lienoù koton: seier, gouelioù, telt…
  • Lienoù dizintrus (evit an doubladurioù): goloadurioù-marc’h-tan, k-way…

 

  Petra eo karakteristik teknik an danvezioù ?  

  Penaos e vez prientet an upcycling ?  

  Piv eo hor c’hevelerien / pourvezerien danvezioù ?  

Hep lastez ?
             

 

Hor sakochennoù marc’h-houarn zo disoc’h an upcycling danvezioù a oa war hent ar poubellennoù. An danvezioù a zeu eus an ekonomiezh-kelc'h er spered "ober gant nebeut". Labourat a reomp e diorren ur c’helc'h vertuzius e pep live… Hor pakadur zo adimplijet zoken! Koulskoude e vefe posupl da gaout un argerzh fardañ 100% hep lastez ?

Ret eo d’ar sakochennoù marc’h-houarn padout gant an amzer. Abalamour da se e tleomp ober un nebeud treuzvarc'hadoù ha prenañ ul lod bennak nevez : zip dizintrus, skratch velkro ha neud kandennek.

Lâret e vo pep tra deoc’h amañ !

Atelier de Patrick Pardy, artisanat à Rostrenen

Piv omp ?
             


Emaomp o chom e Kreiz Breizh e Rostrenn. A-hend-all e tremen ar c’hanol eus Naoned da Vrest nepell. Kinnig a reomp ur gambr, ur garavanenn, ul lec’h evit kampiñ (gant ur gegin hañv) da feurmiñ. Beajer.ez war varc'h-houarn, deuit e darempred ganeomp !

  • Patrick a ijin, a dres, a zidroc’h… An hini barrek da grouiñ eo ! Iwerzhonad eo hag eñ an hini eo "Le Rouquin Qui Roule" 🤗
  • Florie a skoazell a-wechoù evit didroc’hañ, met emañ dreist-holl a-dreñv ar c’hlavier : lec’hienn Internet, kevelerezhioù ha kehentiñ. An hini 'deus desket komz brezhoneg eo !

 

  En em gavit gant ar skipailh dre amañ !