
Perak ?
Ur zip torret ? Hop, er boubellenn… Goût a rit eo an industriezh gwiadoù unan e-touez ar re saotrusañ evit an hin hag an endro ? Evidomp eo paradoksel e kemer perzh ur dachenn ken yac’h hag ar velo er freuzoù-se 🤔
Evit sevel hor sakochennoù « ekologel » e implijomp danvezioù gwelet evel lastez : kouezhajoù gwiad pe seier e fin vuhez da skouer. Al lastez-mañ a zeu da vezañ neuze dafarioù prizius. Ha bouklet eo boukl an ekonomiezh-kelc’h ! 🙌
Peseurt danvezioù ?
Evit sevel sakochennoù marc’h-houarn ekologel e klaskomp danvezioù eus an ekonomiezh-kelc’h a vefe : dizintrus (gwarezet diouzh ar glav), solut ha skañv.
O kemer e kont ar c’hriterioù-mañ, e klaskomp meur a sort danvezioù. Gallout a ra bezañ kouezhajoù gwiad eus an atelier-fardañ (evel Guy Cotten) pe c’hoazh traoù e fin vuhez gant ur gwiad a chom e stad vat (mersi da danvezerezh Ti Récup’ !).


Ur priz just ?
Kalz labour zo d’ober a-raok evit adimplij danvezioù a zeu eus an ekonomiezh-kelc’h. Artizanel eo hor produksion, fardet 100% e Breizh, personelaet pe diouzh ar moull.

Hep Lastez ?
Hor sakochennoù marc’h-houarn zo disoc’h an upcycling danvezioù a oa war hent ar poubellennoù. An danvezioù a zeu eus an ekonomiezh-kelc’h er spered « ober gant nebeut ». Labourat a reomp e diorren ur c’helc’h vertuzius e pep live… Hor pakadur zo adimplijet zoken! Koulskoude e vefe posupl da gaout un argerzh fardañ 100% hep lastez ?
Ret eo d’ar sakochennoù marc’h-houarn padout gant an amzer. Abalamour da se e tleomp ober un nebeud treuzvarc’hadoù ha prenañ ul lod bennak nevez : zip dizintrus, skratch velkro ha neud kandennek.


Piv omp ?
Emaomp o chom e Kreiz Breizh e Rostrenn. A-hend-all e tremen ar c’hanol eus Naoned da Vrest nepell. Kinnig a reomp kambroù da feurmiñ. Beajer.ez war varc’h-houarn, deuit e darempred ganeomp !
Patrick a ijin, a dres, a zidroc’h… An hini barrek da grouiñ eo ! Iwerzhonad eo hag eñ an hini eo « Le Rouquin Qui Roule » 🤗
Florie a skoazell a-wechoù evit didroc’hañ, met emañ dreist-holl a-dreñv ar c’hlavier : lec’hienn Internet, kevelerezhioù ha kehentiñ. An hini ‘deus desket komz brezhoneg eo !