Sakochennoù marc’h-houarn ha kasketennoù

Article dans le journal local Le Poher
sacoche velo gravel ecologique

Perak ?

Ur zip torret ? Hop, er boubellenn… Goût a rit eo an industriezh gwiadoù unan e-touez ar re saotrusañ evit an hin hag an endro ? Evidomp eo paradoksel e kemer perzh ur dachenn ken yac’h hag ar velo er freuzoù-se 🤔

Evit sevel hor sakochennoù « ekologel » e implijomp danvezioù gwelet evel lastez : kouezhajoù gwiad pe seier e fin vuhez da skouer. Al lastez-mañ a zeu da vezañ neuze dafarioù prizius. Ha bouklet eo boukl an ekonomiezh-kelc’h ! 🙌

Peseurt danvezioù ?

Ur priz just ?

Kalz labour zo d’ober a-raok evit adimplij danvezioù a zeu eus an ekonomiezh-kelc’h. Artizanel eo hor produksion, fardet 100% e Breizh, personelaet pe diouzh ar moull.

sakochennou marc'h-houarn ekologel

Hep Lastez ?

Piv omp ?

Emaomp o chom e Kreiz Breizh e Rostrenn. A-hend-all e tremen ar c’hanol eus Naoned da Vrest nepell. Kinnig a reomp kambroù da feurmiñ. Beajer.ez war varc’h-houarn, deuit e darempred ganeomp !

Patrick a ijin, a dres, a zidroc’h… An hini barrek da grouiñ eo ! Iwerzhonad eo hag eñ an hini eo “Le Rouquin Qui Roule” 🤗